Tan-gwall bras Roma

Tan-gwall bras Roma
Tan-gwall bras Roma
Tan-gwall Roma, gant Hubert Robert

18 a viz gouere 64 – 24 a viz Gouere 64
(6 devezh, 7 noz)
Seurt Tan-gwall
Disoc'h Tri c'harter distrujet
Seizh karter mazaouet
Milieroù a dud lazhet
War-dro 200 000 den dic'houdor

Tan-gwall bras Roma a c’hoarvezas e kêr Roma dindan renad an impalaer Neron.

Kregiñ a reas an tan-gwall e-kerzh an noz, d’an 18 a viz Gouere 64 (ante diem XV Kalendas Augustas, anno DCCCXVII a.U.c.), er Circus Maximus, hag padout a reas c’hwec’h devezh ha seizh nozvezh, en ur aloubiñ hogozik ar gêr a-bezh. Tri eus pevarzek rannvro (karter) Roma (an III, Isis et Serapis, an Xvet, Palatium, hag an XIvet, Circus Maximus) zo bet losket penn-da-benn, endra ma oa bet distrujet nebeutoc’h seizh karter all. N'eus nemet pevar c'harter a chomas dibistig (I Porta Capena, V Esquiliae, VI Alta Semita ha XIV Transtiberim). Milieroù a dud a varvas ha war-dro daou-c'hant-mil den a chomas dic’houdor. Meur a savadur publik ha monumantoù a voe distrujet, hag ivez 4 000 insulæ ha 132 domus.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search